Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.
Sant Ian 11:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan. |
Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.
Petra 'zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec'h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc'h!
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c’houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d’ar rummad-mañ.
Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.