Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Sant Ian 11:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c’helle ket ober ivez na varvje ket hemañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes darn anezhe a lavaraz: Pa hen deuz digoret daou‐lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he‐man da vervel? |
Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Ar bobl en em zalc’he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C’hrist, an hini dibabet gant Doue!
Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C’hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
Pa voe deuet Mari el lec’h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d’e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.