En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
Sant Ian 11:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe deuet Mari el lec’h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d’e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet. |
En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.
Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc’h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,
Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c’hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv.
Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c’helle ket ober ivez na varvje ket hemañ?
Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c’hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ,
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.
P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.