An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Sant Ian 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ez oun con tant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot; mes deomp d’he gavout. |
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier.
Pa vo iriennoù ez enep, ne vint ket eus va ferzh, an neb a zroukc'hraio ez enep a gouezho dirazout.
Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma vez lavaret pa vez kavet gwin nevez en ur blokad: Na zistruj ket, rak bennozh a zo aze! Evel-se e rin abalamour da'm servijerien, evit tremen hep distrujañ anezho holl.
Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d’an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ.
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N’eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc’h.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Rak an holl draoù-se a zo evidoc’h, evit ma teuio ar c’hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.
Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ, deoc’h-c’hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc’h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c’hellot krediñ en anv Mab Doue.