Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren.
Sant Ian 11:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz: Lazar a zo maro. |
Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren.
ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann.
Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.