Sant Ian 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n’o deus ket o selaouet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo dor an denved. Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. |
Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?
He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.
Rak setu ez an da sevel er vro ur mêsaer na welo ket ar re a ya da goll, na glasko ket ar re a zo yaouank, na bareo ket ar re a zo gouliet, na vesaio ket ar re a zo yac'h. Met debriñ a raio a re lartañ, hag e tiframmo diouto betek o ivinoù.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec’h all, a zo ul laer hag ur brigant.
Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec’hout a raint kentoc’h, dre ma n’anavezont ket mouezh an diavaezidi.
Rak bez’ ez eus ur pennad amzer ma savas Teudaz, o lavarout e oa un den a bouez. Un niver a war-dro pevar c’hant den en em unanas dezhañ, met lazhet e voe, hag ar re holl a oa gantañ a voe stlabezet ha deuet da netra.