Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.
Sant Ian 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, me eo dor an deñved. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: |
Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.
Met ni, da bobl, an tropell a renez, ni az meulo da viken. A oad da oad ec'h adlavarimp da veuleudi.
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
C'hwi eo va deñved, c'hwi tud, deñved va feurvan, ha me eo ho Toue, eme an Aotrou AOTROU.
Ar c'hêrioù gwastet a vo leun a engroezioù tud, heñvel ouzh tropelloù santel, heñvel ouzh tropelloù Jeruzalem e-pad ar gouelioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec’h all, a zo ul laer hag ur brigant.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.