Hon tadoù en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh da vurzhudoù, n'o doe ket soñj eus da vadelezhioù diniver, met disent e voent e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.
Sant Ian 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen‐ze; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe. |
Hon tadoù en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh da vurzhudoù, n'o doe ket soñj eus da vadelezhioù diniver, met disent e voent e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.
N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.
Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.
Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,
Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.
Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c’hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.