Sant Ian 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz. |
An AOTROU a lavaras da Voizez: Ober a rin ar pezh a lavarez, rak kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.
O te, an hini a zo o chom el liorzhoù, va mignoned a zo aketus ouzh da vouezh. Laka ac'hanon da glevout anezhi!
Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma’c’h anavezont e vouezh.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da’m c’havout.
Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.
rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c’hounid, met kalz a enebourien a zo eno.
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.
rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.