La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 10:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met ne gredit ket abalamour n’oc’h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc’h.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h.

Ver Capítulo



Sant Ian 10:26
10 Referencias Cruzadas  

Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma’c’h anavezont e vouezh.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.


An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.


Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.