Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Sant Ian 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc’h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun. |
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan.
Jezuz a reas c’hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n’int ket skrivet el levr-mañ,
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.
Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,