Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc’h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:25
17 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun?


Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanoun.


Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?


Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan.


Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan.


Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr‐man.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.


Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.


Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.


Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Tud a Israel, klevit ar c’homzou‐man: Jesus a Nazaret, an den‐ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h‐unan;


penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos