an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Sant Ian 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Re all a lavaras: Ar gerioù-se n’int ket eus un den dalc’het gant un diaoul. Hag un diaoul a c’hell digeriñ daoulagad ar re dall? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Darn all a lavare: Ar re‐ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou‐lagad ar re dall? |
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
An AOTROU a lavaras: Piv en deus graet genoù an den? Pe piv eo an hini a laka mut, bouzar, gouest da welout, pe dall? Ha n'eo ket me, an AOTROU?
Neuze ar strobinellerien a lavaras da Faraon: Biz Doue eo. Met kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d’an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec’h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se,