La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken.

Ver Capítulo



Sant Ian 10:16
48 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,


Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken.


En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc'hed eus pennoù an douar,


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.


Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.


Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.


Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec'hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.


Hag e rin anezho ur vroad hepken er vro, war venezioù Israel, hag o devo holl ur roue hepken. Ne vint ken div vroad, ne vint ken lodennet e div rouantelezh.


David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm ha mar deu da goll unan anezho, n’enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet?


Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.


Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved.


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.


Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma’c’h anavezont e vouezh.


Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec’hout a raint kentoc’h, dre ma n’anavezont ket mouezh an diavaezidi.


ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.


Ne bedan ket evito hepken, met c’hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger,


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d’e anv.


rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.


Lavarout a reas: Doue hon tadoù en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoù eus e c’henoù,


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.


Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.