Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
Sant Ian 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n’he deus ket he degemeret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar sclerijen he deuz lugernet e‐kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret. |
Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c’hantolor, hag e ro sklêrijenn d’an holl dud an ti.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.