Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.
Galated 5:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered. |
Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.
Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d’ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c’hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.
Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec’h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.