Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Galated 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se n’out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze n’oud ken eun esclav, mes eur mab, ha mar d’oud eur mab, ez oud ive heritour da Zoue dre ar C’hrist. |
Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.