P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,
Galated 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’euz den justifiet dirag Doue dre al lezen, kement‐se a zo sclear; rag: An den just a vevo dre ar feiz. |
P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.
Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,