La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Galated 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc’has pell diganto o kaout aon rak an amdroc’hidi.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re‐man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset.

Ver Capítulo



Galated 2:12
16 Referencias Cruzadas  

Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.


a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl zevezhioù.


Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.


Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.


Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.


Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.


Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?


ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


En em virit diouzh pep doare a zroug.