Filipiz 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En em rejouissit bepred en Aotrou; hen lavaret a ran c’hoas: En em rejouissit. |
en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.
War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c’hleve.
Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.
evel glac’haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc’hennañ an holl draoù koulskoude.
Ha pa brezegfemp deoc’h ni hon-unan pe un ael eus an neñv un aviel disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc’h, ra vo milliget!
A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.
Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.