Filipiz 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me a bed Evodias, hag a bed Sintyke, da gaoud ar memeus santimant en Aotrou. |
Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.
Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.
Koulskoude, el lec’h ma’z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc’homp an hevelep soñjoù.