Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.
Filipiz 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma soñjan ennoc’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h; |
Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.
Trugarekaat a ran va Doue dalc’hmat evidoc’h, abalamour d’ar c’hras en deus Doue roet deoc’h e Jezuz-Krist,
Pebezh trugarez na c’hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc’h!
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c’hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac’hanout em fedennoù,