Pa dennfen gloar muioc’h c’hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne’m bo mezh ebet a gement-se,
Filemon 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c’hourc’hemenn dit ar pezh a zo dereat, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze, petra‐benag ma em euz eul liberte vraz er Christ evit gourc’hemen d’id ar pez a zo deread, |
Pa dennfen gloar muioc’h c’hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne’m bo mezh ebet a gement-se,
Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c’hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober.
na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.
Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.
N’hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c’hellemp pouezañ warnoc’h gant galloud evel ebestel Krist,