Filemon 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac’h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o klevet hano euz da feiz en Aotrou Jesus, hag euz da garantez ekenver an holl zent; |
o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,
Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.
Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec’h eus laouenaet kalonoù ar sent.
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.