Pa voe tremenet an deizioù-se, ar roue a reas ur fest e-pad seizh devezh, e leurenn liorzh palez ar roue, d'an holl bobl en em gave e Suza ar gêrbenn, eus ar brasañ d'ar bihanañ.
Ester 7:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman. |
Pa voe tremenet an deizioù-se, ar roue a reas ur fest e-pad seizh devezh, e leurenn liorzh palez ar roue, d'an holl bobl en em gave e Suza ar gêrbenn, eus ar brasañ d'ar bihanañ.
Palennoù gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoù arc'hant ha peulioù marmor. Gweleoù aour hag arc'hant a oa lakaet war bavezioù porfir, marmor, nakr ha marbr-du.
Goude-se, Mardoke a zistroas da zor ar roue, hag Haman en em dennas buan d'e di, gwall c'hlac'haret, goloet e benn.
Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.
An douar a zo lakaet etre daouarn ar re zrouk. Eñ eo a c'holo daoulagad ar re a varn; ma n'eo ket eñ, piv eo?
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.
Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.