Ester 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue. |
Haman a lavaras ivez: Zoken ar rouanez Ester n'he deus pedet nemedon da zont gant ar roue d'ar fest he deus graet, ha warc'hoazh ez on pedet ganti da vont adarre gant ar roue.
Ar rouanez Ester a respontas o lavarout: Mar em eus kavet gras dirazout, o roue, ha mar kav mat ar roue, ra vo roet din va buhez hervez va goulenn, ha va fobl hervez va c'hoant!
hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue.