Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.
Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue.
Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.