Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
Ester 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue. |
Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
Diskouez a reas dezho pinvidigezhioù e rouantelezh glorius ha splannder kaer e veurdez e-pad un niver bras a zeizioù, kant ha pevar-ugent deiz.
Goude an traoù-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl briñsed a oa gantañ.
Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae.
Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?
Setu aze an den ne gemere ket Doue evit e vod, hag a fizie en e binvidigezhioù, hag a lakae e nerzh en e fallentez!
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
An diskibien a voe souezhet eus ar c’homzoù-se. Met Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d’ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,