Ester n'he doa ket disklêriet he ganedigezh nag he fobl, evel m'en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak e rae hervez komzoù Mardoke, evel pa oa savet en e di.
Ester 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e roas dezhañ un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d'o distrujañ, evit e ziskouez da Ester ha reiñ dezhi da gompren an traoù, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantañ gras hag e aspediñ e-keñver ar bobl. |
Ester n'he doa ket disklêriet he ganedigezh nag he fobl, evel m'en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak e rae hervez komzoù Mardoke, evel pa oa savet en e di.
Rak penaos e c'hellfen gwelout an droug a dizhfe va fobl, penaos e c'hellfen gwelout distruj va gouenn?
Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.
Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.
Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,