Ar roue a lamas e walenn eus e zorn hag a roas anezhi da Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien.
Ester 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc'hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari. |
Ar roue a lamas e walenn eus e zorn hag a roas anezhi da Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien.
D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.
Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.
Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez.