David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
Ester 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deizioù-se, e-pad ma oa azezet Mardoke ouzh dor ar roue, Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o vezañ aet droug enno, a glaske lakaat o dorn war ar roue Asueruz. |
David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.
E servijerien, o vezañ en em savet, a rejont un irienn hag a skojont war Joaz e ti Milho, e traonienn Silla.
En noz-se ar roue ne c'hellas ket kousket, hag e c'hourc'hemennas degas levr an eñvorioù: an Danevelloù. Hag e voent lennet dirak ar roue.
Hag e voe kavet skrivet en doa disklêriet Mardoke diwar-benn Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o doa klasket lakaat o dorn war ar roue Asueruz.
Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.
Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.