Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.
Daniel 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh. |
Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.
Faraon a lavaras da Jozef: Un huñvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiñ an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huñvre pa glevez anezhi.
Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug.
Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.
Met mar diskuliot an huñvre hag e zisklêriadenn, e resevot diganin donezonoù, profoù hag enorioù bras. Diskuilhit din eta an huñvre hag e zisklêriadenn.
Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.
Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.
ha dreisto tri ministr, Daniel a oa unan anezho, evit ma rentfe kont dezho ar satraped-se, ha na vefe ar roue diaezet en degouezh ebet.
Pa welas Simon penaos e oa roet ar Spered-Santel dre lakadur-daouarn an ebestel, a ginnigas dezho arc’hant