Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.
Daniel 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met mar diskuliot an huñvre hag e zisklêriadenn, e resevot diganin donezonoù, profoù hag enorioù bras. Diskuilhit din eta an huñvre hag e zisklêriadenn. |
Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.
Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.
Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.
rak enoret-meurbet e vi ganin, hag e rin kement a lavari din; deus eta, millig ar bobl-se.
Balag a lavaras da Valaam: Ha ne'm eus ket kaset kannaded da'z kavout evit da c'hervel? Perak n'out ket deuet da'm c'havout? Ha ne c'hellen ket da zegemer gant enor?
Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.
Bremañ, tec'h ez pro! Lavaret em eus e vefes enoret-meurbet ganin, met setu, an AOTROU en deus harzet outañ da vezañ enoret.