Roue ar c'hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn.
Daniel 11:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Roue ar c'hreisteiz a vo kreñv, met unan eus e bennoù a zeuio da vezañ nerzhusoc'h egetañ hag a reno; e vestroniezh a vo ur vestroniezh vras. |
Roue ar c'hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn.
En amzer-se kalz en em savo a-enep roue ar c'hreisteiz, ha tud taer eus da bobl en em savo da gas da benn ar weledigezh, hag e kouezhint.
Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c'hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c'hreisteiz a yelo d'ar brezel gant un arme vras ha kreñv-meurbet, met ne zalc'ho ket, dre ma vo savet iriennoù en e enep.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.