Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoù a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiñ da Faraon Neko.
Daniel 11:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En e lec'h e savo unan all a gaso un tailhanter da lec'h ar c'hloar eus ar rouantelezh. A-benn nebeud deizioù e vo bruzunet, ha ne vo na dre gounnar na dre vrezel. |
Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoù a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiñ da Faraon Neko.
Gwaskañ al laezh a ro amann, gwaskañ ar fri a ro gwad, ha gwaskañ ar gounnar a ro stourmadegoù.
E-lec'h arem e lakain aour da zont, e-lec'h houarn e lakain arc'hant da zont, e-lec'h koad arem, e-lec'h mein houarn. Hag e roin dit ar peoc'h da c'houarnour hag ar reizhder da rener.
En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù.
Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.