Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 11:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 11:21
17 Referencias Cruzadas  

Te, AOTROU, te o miro; hon diwall a ri diouzh ar ouenn-mañ da viken.


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve e peoc'h gantañ, terriñ a ra e emglev,


ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.


En e lec'h e savo unan all a gaso un tailhanter da lec'h ar c'hloar eus ar rouantelezh. A-benn nebeud deizioù e vo bruzunet, ha ne vo na dre gounnar na dre vrezel.


Hag e touello ar re a dorr an emglev en ur lubaniñ anezho. Met pobl ar re a anavez o Doue a vo kalonek hag a oberio.


Pa gouezhint e vint skoazellet gant un nebeud sikour, met kalz a unano ganto dre bilpouzerezh.


Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.


An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud.


Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.


En amzer diwezhañ eus o ren, pa vo sevenet niver ar bec'herien, e savo ur roue kalet e zremm hag ampart en touell.


Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.


Hag eus unan anezho e teuas ur c'horn bihan a greskas kalz etrezek ar c'hreisteiz, etrezek ar sav-heol, hag etrezek ar c'hloar.


Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoù ar skeudennoù kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezañ disprizet.


Rak e aliet em eus ez aen da gastizañ e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos