ar bedervet renkad: ur c'hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a vo sterniet gant aour en o gwarnisadur.
Daniel 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez. |
ar bedervet renkad: ur c'hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a vo sterniet gant aour en o gwarnisadur.
E zaouarn a zo gwalennoù aour, gwarniset a grizolit. E gorf a zo olifant flour, goloet a safir.
Neuz ar rodoù, o doare, a oa heñvel ouzh krizolit, d'o feder an hevelep stumm. O neuz hag o doare a oa evel ma vije bet ur rod e-kreiz ur rod all.
Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.
O zreid a oa treid eeun, ha sol o zreid a oa evel sol troad ul leue; hag e lugernent evel liv arem lufret.
Sellout a raen, ha setu ma oa peder rod e-kichen ar cherubined, ur rod e-kichen pep cherubin, ha neuz ar rodoù a oa evel liv ur maen krizolit.
Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Neuze e sellis, ha setu e veze gwelet evel ur stumm tan; adalek stumm e zivgroazell betek traoñ e oa tan. Adalek e zivgroazell betek krec'h e oa ur stumm gouloù o skediñ evel liv arem lufret.
Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.
Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:
ar pempvet a sardoniks, ar c’hwec’hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist.