Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.
Daniel 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoù, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh. |
Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.
Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Skrapit an arc'hant! Skrapit an aour! Rak n'eus diwezh ebet d'ar pinvidigezhioù, ur fonnusted a bep seurt traoù prizius
Te ne’c’h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c’hwezh-vat.
Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.