La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Daniel 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Amprou da servijerien e-pad dek deiz, ha ra vo roet deomp legumaj da zebriñ ha dour da evañ.

Ver Capítulo



Daniel 1:12
7 Referencias Cruzadas  

Daniel a lavaras da Velzar, a oa bet lakaet gant penn ar spazhidi war Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.


Goude-se e selli ouzh hon dremmoù hag ouzh dremmoù an dud yaouank a zebr meuzioù ar roue. Neuze e ri da'z servijerien hervez ma ez po gwelet.


Evel-se e lame Melzar ul lodenn eus o meuzioù hag o gwin lakaet da evañ, hag e roe dezho legumaj.


Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj.


Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.