Apocalyps 9:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud. |
An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c’houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.
An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c’heot glas a voe devet.
An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad,
an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet.
Lostoù o doa evel re ar c’hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d’an dud e-pad pemp miz.
An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.
Roet e voe dezho ar galloud, nann d’o lazhañ, met d’o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c’hrug pa flemm un den.