Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Apocalyps 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon! |
Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
Gwelout a ris un ael all en em zalc’he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d’an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.
Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ,
Ar c’hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c’hoazh daou walleur all goude kement-se.