Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.
Apocalyps 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket: pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel; |
Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.
Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoù ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hêrezh; Jozef en devo div lodenn.
ha dorojoù kêr a vo anvet hervez meuriadoù Israel: teir dor ouzh an hanternoz, unan anvet dor Ruben, unan anvet dor Juda, unan anvet dor Levi.
Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
hag a c’hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc’h azeuliñ dalc’hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.
Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell;
Niver marc’hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù, klevout a ris an niver anezho.