Apocalyps 7:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl aeled en em zalc’he en-dro d’an tron, d’an henaourien ha d’ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec’h azeuljont Doue Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue, |
Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Hag adarre, pa zegas er bed ar c’hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,
Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.
met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue.
ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.
Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!