Apocalyps 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c’hoiniks gwinizh evit un diner ha tri c’hoiniks heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin. |
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.
Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.
Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
o lavarout: Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, betek m’hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.
Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c’heot an douar, na da c’hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d’an dud n’o deus ket siell Doue war o zalioù.