Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.
Apocalyps 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e ouelis kalz, abalamour na voe kavet den ebet dellezek da zigeriñ al levr, na d’e lenn, na da sellout outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e‐bed dign da zigeri al levr, na d’hen len, na da zellet outhan. |
Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.
Ha den, nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, ne c’helle digeriñ al levr pe sellout outañ.
Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.