Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Apocalyps 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se, dre ma’z out klouar na yen na tomm, e c’hwedin ac’hanout eus va genoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’ z oud na ien na tom‐bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou. |
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.
Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n’out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!
Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,