Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c'hwezhioù-mat.
Apocalyps 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c’hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou‐ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori. |
Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c'hwezhioù-mat.
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d’an hini a oa pignet war ar marc’h ha d’e arme.