Tec'h kuit, va muiañ-karet, evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus.
Apocalyps 22:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus! |
Tec'h kuit, va muiañ-karet, evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus.
En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Kalz a draoù all c’hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c’hellfe ar bed e-unan kenderc’hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.
Rak c’hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.
en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.
Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.
Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.