Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.
Apocalyps 22:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin. |
Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.
Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.
Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c'hentañ, ha me eo ivez an diwezhañ.
Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.
Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:
Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue: