Apocalyps 21:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur. |
ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.
Diazezoù moger ar gêr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c’hentañ diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedonia, ar pevare a emrodez,
An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus.
Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.